Piv on-me ?

Eus an arkeologiezh d’ar bijoutierezh.

Goude bezañ bet stummet war ar arkeologiezh ar c’hentistor en Ecole du Louvre, em eus studiet aketusoc’h arz Kelted kozh mare an Houarn en Ecole Pratique des Hautes Etudes. Deuet oa c’hoant din neuze da zeskiñ penaos e oa bet savet ar pennoberennoù oan bet o studiañ. Gant se em eus heuliet kelennadurezh un toullad tud a vicher.
Da gentañ em eus desket teuzerezh an arem gant teknik ar c’hoar kollet digant an teuzer ha kizeller Hervé Le Goff, an arkeo-arnoder Jean-René Châtillon hag an deuzerien mod kozh a Vro-vBurkina Faso Hamed Gandéma ha Salif Dermé.
Da c’houde on bet o studiañ a bep seurt teknikoù ar bijoutierezh en école Tané e Ploermel er Morbihan hag e levrioù diwar-benn ar vicher.

Bravigoù graet gant an dorn

Eus ar patrom d’an dra beurechu e vez graet gant an dorn tout ar bravigoù kinniget deoc’h ganin.

Pa vefe bijoutierezh pe teuzerezh gant koar kollet, e vez graet gant an dorn ar bravigoù ganin penn da benn. Ne vez graet oberiadur ebet dre ar mekanikoù ha ne vez implijet ganin tamm lodenn industri ebet.

Implijet e vez teknikoù mod-kozh ganin. Dre se e ran gant binvioù zo bet anezho a-viskoazh : kelc’hier, morzholioù, heskennoù, livnoù…

An arc’hant, an arem, al laton hag ar c’houevr eo ma danvezioù krai. Oc’h ober ganto e c’hellan variañ al livioù hag an danvezioù evit ma brasañ plijadur hag hoc’h hini. Klinket e vez darn eus ma c’hrouadennoù gant perlez gwer “mod Murano”, graet ganin ivez, pe gant mein brav.

Jewellery

Bravigoù graet e Breizh

Graet e vez ma holl vravigoù ganin em stalig, e-kreiz Menez Are.

O vezañ ma vez mestroniet ganin teknikoù an teuzerezh koulz ha re ar bijoutierezh, e c’hellan sevel an holl vravigoù em stal-labour lec’hiet e Breizh, e kreizig-kreiz Menez Are.

Sioul ha gwez, leun a gontadennoù hag a vojennoù, awener hunvreoù eo ar vro. Intret eo ma c’hrouadennoù gant hud he douaroù hag he lanneier.

Dougen ma c’hrouadennoù eo dougen ul lodenn eus an hud-mañ.

Un doare eo evidoc’h ivez da sikour mirout ul labour-dorn hag ur fil bev er vro.

Jewellery

Des bijoux éco-responsables

Réduire l’extraction minière et favoriser la récup’.

L’extraction minière est très nuisible pour l’environnement et souvent peu respectueuse des personnes. Les métaux étant toutefois totalement recyclables, je m’approvisionne le plus possible en matières premières de récupération.

Cela peut être des chutes de tuyaux ou de fils électriques pour le cuivre, des pièces mécaniques pour le bronze destiné à la fonte… L’argent est, quant à lui, certifié issu du recyclage.

Et bien entendu, je récupère l’ensemble de mes propres chutes de métal pour les refondre.

Les pierres font également l’objet d’un commerce à l’échelle de la planète. L’intérêt pour l’éthique à leur sujet est encore récent. Il est donc extrêmement difficile d’obtenir des gemmes “équitables” ou “éthiques” ainsi que des informations sur leurs conditions d’extraction.

La recherche d’un approvisionnement en matériaux “propres” est pour moi un soucis constant. Je fais dès lors tout mon possible pour vous garantir des bijoux respectueux de la Terre et de ses habitants.

Jewellery